Frigg

Frigg, gant John Charles Dollman (1851–1934)

Frigg pe Frigga (henalamaneg uhel: Frī(j)a, lombardeg: Frea) zo un doueez eus ar wengelouriezh lec'hlennat, gwreg Odin hag unan eus an Aesed. Soñjal a reer eo Saga un anv all dezhi. Hi eo Doueez diwallerez an eured, ar vuhez hag ar vammelezh, rouanez an Oabl hag an Aesed. Gwarediñ a ra tan an oaled.

Kalz a hevelepterioù zo etre hi ha Freya, doueez ar garantez hag an druzoni, hag un droukveskad e veze graet a-hed an amzer. He servijerien eo Gefjon, Gna, Fulla, Sygn, Vara, Eira, Hlín, Lofn, ha Vjofn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search